Hafan : Home

Amdanom ni : About us

Addysg : Education

Newyddion : News

Maes 'Rh' : Parents' Area

Dolenni : Links

Cymraeg
English

DEGEMER MAT WAR HOL LEC'HIENN

Ur gevredigezh tud ar vugale evit ar c'helenn e kembraeg er skol publik eo RhAG. Lakaet he deus da bal ober a-seurt ma vefe gellet kaout eus ar c'helenn-se e pep rannvro eus Bro Gembre.

Kemm a ra ar gevredigezh kembraeger hervez ar rannvroioù ha n'eo nemet e districtoù ar c'hornog ha dreist-holl re ar biz m'eo ar c'hembraeg ar yezh a vez graet ar muiañ implij anezhi. Krediñ a reomp e tegaso ar c'helenn e kembraeg d'hor bugale, ma vez graet e pep lec'h, diazez un dazont frouezhus. Meur a studiadenn yezhel a ziskouez penaos an deskadurezh divyezhek a zo un elfenn greñv evit broudañ ar spered. An dud divyezhek zo gounid a-galz war ar re all war an dachenn sosiosevenadurel koulz ha war dachenn an emzalc'h: Arabat ankounac'haat ez eus war-dro 80% eus annezidi ar bed a zo divyezhek, pa n'eo liesyezhek.

Kenderv ar brezhoneg, ar c'hembraeg a vez kavet e-touez un tregont yezh bennak a europa, graet "minorelezhet" anezho. Evit pezh a sell niver ar gomzerien ez eo ar c'hatalaneg an hini pouezusañ. Moarvat ez eo an euskareg en deus graet ar muiañ evit he dazont. Evit ar c'hembraeg avat n'eus douetañs ebet ez eo ar c'helenn a zo bet a-bouez bras evit ma teufe endro nevez zo. Hervez niveridigezh an dud graet e 2001, evit ar wech kentañ dindan ur c'hantved, ez eus bet ur c'hresk bihan eus niver ar gomzerien gembraeg e Bro Gembre, an dregantad eus ar boblañs o tremen eus 19% da 21%.

Hiziv an deiz war-dro 20% eus hor bugale o devez ur c'helenn dre soubidigezh e kembraeg ha kelennet e vez ar c'hembraeg evel eil yezh e holl skolioù Bro Gembre. Met ret eo menegiñ n'eo ket ken plijet ar c'helenn dre soubidigezh e kembraeg er rannvroioù ma vez ar c'hembraeg ar yezh pennañ.

N'eo nemet abaoe 1944 en deus ar melestradur publik ar garg da grouiñ skolioù e kembraeg er rannvroioù ma vez izel an niver a gembraegerien enno. N'eus ket c'hoazh skolioù e kembraeg tost a-walc'h ouzh pep familh. An enklaskoù a ziskouez mat e vije ur familh war hanter a gasfe he bugale da zeskiñ kembraeg gant ma vije ur skol tost ouzh ar gêr. Labour ar RhAG eo eta kendrec'hiñ an aotrouniezh publik hag ar vodadeg broadel evit lakaat ar c'helenn e kembraeg digor da gement kerent a sav c'hoant gantañ skoliata e vugale e kembraeg.

brezhoneg
français
español
català
Gaeilge
Deutsch
Gaidhlig
euskerra

 

 

Noddir gan/Sponsored by

Cysylltu â ni : Contact us